19 E vamm a rae dezhañ ur vantell vihan a zegase dezhañ bep bloaz, pa bigne gant he gwaz evit kinnig an aberzh-bloaz.
Teir gwech ar bloaz e lidi ur gouel din.
Ober a ri sae an efod, en he fezh gant limestra.
Elkana he gwaz a bignas gant e holl diegezh evit kinnig d'an AOTROU an aberzh-bloaz hag e ouestl.
Ha bep bloaz, an den-mañ a bigne eus e gêr evit azeuliñ AOTROU an armeoù hag aberzhiñ dezhañ e Silo. Daou vab Eli, Hofni ha Fineaz a oa eno aberzhourien an AOTROU .