1 Samuel 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Div wreg en doa, anv ar gentañ a oa Anna, hag anv an eil Penina. Ha Penina he doa bugale, met Anna n'he doa ket a vugale. |
Izaak a aspedas an AOTROU evit e wreg, rak houmañ a oa gaonac’h. An AOTROU a voe aspedet gantañ ha Rebeka e wreg a goñsevas.
Lemek a lavaras d'e wragez: Ada ha Zilha, selaouit va mouezh gwragez Lemek, roit skouarn da'm c'homz: Ya, lazhet em eus un den evit va gloazadenn hag un den yaouank evit va bronduenn.
Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo en deus Moizez roet galloud deoc’h da gas kuit ho kwragez, met er penn-kentañ ne oa ket evel-se.
Bez’ e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc’h Fanuel, eus meuriad Aser. Oadet bras e oa hag he doa bevet gant he fried seizh vloaz abaoe he gwerc’hded.
Bez' e oa e Zora un den eus kerentiezh Dan anvet Manoak; e wreg a oa gaonac'h: n'he doa ket a vugale.