1 Rouaned 8:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha me am eus peursavet un ti evit da lojeiz, un annezlec'h evit ma vi o chom ennañ da viken! |
Taol evezh bremañ, an AOTROU en deus da zibabet evit sevel un ti evel santual. En em galoneka, ha dit da labourat.
David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .
Hag en deus lavaret din: Salomon da vab eo a savo va zi ha va leurennoù, rak e zibabet em eus evidon evel mab, ha me a vo evitañ un tad.
Ha me am eus savet un ti evit da lojeiz, un annezlec'h evit ma vi o chom ennañ da viken!
Te a gaso hag a blanto anezho war venez da hêrezh, el lec'h ma ec'h eus kempennet da chomadur, o AOTROU , er santual, Aotrou, o deus diazezet da zaouarn.
Hag e lavaras din: Mab an den, amañ emañ lec'h va zron, lec'h solioù va zreid, ma vin o chom ennañ da viken, e-touez mibien Israel. Ti Israel ne saotro ken va anv santel, nag int nag o rouaned, dre o gastaouerezh, na dre gorfoù marv o rouaned war o uhellec'hioù.
Bremañ e pellaint diouzhin o gastaouerezh ha korfoù marv o rouaned, hag e vin o chom en o zouez da viken.
rak e glevet hon eus o lavarout penaos Jezuz, an Nazaredad-se, a zistrujo al lec’h-mañ hag a gemmo ar boazioù en deus Moizez roet deomp.
Rak Krist n’eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,