Evit sevel an ti, e voe graet gant mein kempennet holl er vengleuz, e doare ma ne voe klevet en ti na morzhol, na bouc'hal, na benveg houarn ebet pa voe savet.
1 Rouaned 6:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dor kambroù an estaj-kreiz a oa en tu dehou eus an ti. Gant un diri-war-viñs e pigned d'an estaj-kreiz-mañ, hag eus an hini kreiz d'an trede. |
Evit sevel an ti, e voe graet gant mein kempennet holl er vengleuz, e doare ma ne voe klevet en ti na morzhol, na bouc'hal, na benveg houarn ebet pa voe savet.
Sevel a reas eta an ti hag en echuas, hag e c'holoas an ti gant plenk ha gant treustoù sedrez.
Kae da di ar Rekabiz ha komz outo; o degas a ri da di an AOTROU, en unan eus ar c'hambroù, hag e kinnigi dezho gwin da evañ.
Tri estaj a oa, met ne oa ket kolonennoù evel kolonennoù al leurenn. Setu perak, adalek an douar, an trede estaj a oa enkoc'h eget an estaj izelañ hag an estaj kreiz.