Neuze Salomon a zihunas, ha setu e oa un huñvre. Hag e teuas da Jeruzalem, hag en em zalc'has dirak arc'h emglev an AOTROU. Kinnig a reas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e reas ur fest d'e holl servijerien.
1 Rouaned 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze div vaouez a vuhez fall a zeuas da gavout ar roue, hag en em zalc'hjont dirazañ. |
Neuze Salomon a zihunas, ha setu e oa un huñvre. Hag e teuas da Jeruzalem, hag en em zalc'has dirak arc'h emglev an AOTROU. Kinnig a reas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e reas ur fest d'e holl servijerien.
Unan eus ar maouezed a lavaras: Va aotrou, ar vaouez-mañ ha me a oa o chom en hevelep ti, ha gwilioudet em eus en he c'hichen en ti.
An deiz war-lerc'h e c'hoarvezas ma azezas Moizez evit barn ar bobl, hag ar bobl en em zalc'has dirak Moizez adalek ar beure betek an noz.
P'o deus un dra bennak, e teuont da'm c'havout. Me a varn etre an eil hag egile, hag e roan da anavezout reolennoù Doue hag e lezennoù.
Ne zisakri ket da verc’h o lakaat anezhi da vezañ ur c’hast, gant aon na gouezhfe ar vro er gasterezh ha na vefe ar vro leun a zrougiezh.
Int en em zalc'has dirak Moizez, dirak Eleazar an aberzhour ha dirak priñsed an holl vodadenn, ouzh digor teltenn an engalv, hag e lavarjont:
Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiañ ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c'hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno.
Jefte ar Galaadad a oa ur brezelour kadarn. Mab d'ur c'hast e oa, ha Galaad a oa tad da Jefte.