1 Rouaned 3:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha Doue a lavaras dezhañ: Peogwir ec'h eus graet ar goulenn-se ouzhin, ha ne'c'h eus ket goulennet ur vuhez hir, na pinvidigezhioù, na marv da enebourien, met goulennet ec'h eus poell evit barn gant reizhder, |
Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.
Ro da'z servijer ur galon boellek evit barn da bobl, evit merzout etre ar mad hag an droug. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, hag a zo ken bras?
Ha Doue a lavaras da Salomon: Peogwir emañ kement-se ez kalon, ha ne'c'h eus ket goulennet diganin pinvidigezh, na madoù, na gloar, na marv ar re a gasa ac'hanout, na zoken deizioù niverus, met goulennet ec'h eus evidout furnez ha skiant, evit barn va fobl am eus da lakaet roue warni,
Ha te, hag e klaskfes evidout traoù bras? Na glask ket anezho, rak setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont war bep kig, eme an AOTROU. Met da vuhez a roin dit evel preizh, en holl lec'hioù ma'z i.
Evel-se ivez ar Spered a sikour ac’hanomp en hon dinerzhded. Rak n’ouzomp ket petra a dleomp goulenn evit pediñ evel ma’z eo dereat. Met ar Spered e-unan a erbed evidomp dre huanadoù na c’hellont ket bezañ displeget.