Ha da servijerez he deus lavaret: Ra roio komz ar roue va aotrou diskuizh deomp; rak ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue evit anavezout ar mad hag ar fall. Ra vo an AOTROU da Zoue ganit!
Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.
Ro ivez ur galon eeun da Salomon va mab, evit mirout da c'hourc'hemennoù, da destenioù ha da lezennoù, evit seveniñ an holl draoù-se, hag evit sevel ar palez am eus kempennet.
Ha te, hag e klaskfes evidout traoù bras? Na glask ket anezho, rak setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont war bep kig, eme an AOTROU. Met da vuhez a roin dit evel preizh, en holl lec'hioù ma'z i.
Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c’haset.
Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.