Ra blijo ganit bremañ bennigañ ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak henn lavaret ec'h eus Aotrou AOTROU, ha ti da servijer a vo benniget gant da vennozh da viken.
1 Rouaned 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha Salomon a azezas war dron David e dad, hag e ren a voe startaet mat. |
Ra blijo ganit bremañ bennigañ ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak henn lavaret ec'h eus Aotrou AOTROU, ha ti da servijer a vo benniget gant da vennozh da viken.
Kae, kae da di ar roue David, ha lavar dezhañ: Ha ne'c'h eus ket touet da'z servijerez, o roue va aotrou, en ur lavarout: A-dra-sur Salomon da vab a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron? Perak eta e ren Adonija?
Evel ma em eus touet dit dre an AOTROU Doue Israel, o lavarout: A-dra-sur Salomon da vab a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron em lec'h, evel-se e rin hiziv.
Hag e pignot war e lerc'h, hag e teuio, hag ec'h azezo war va zron, hag e reno em lec'h. Rak evel-se em eus gourc'hemennet e vo rener Israel ha Juda.
Ar roue Salomon a roas urzh da Venaja mab Jehojada, a yeas hag a skoas warnañ, hag e varvas. Hag ar rouantelezh a voe startaet etre daouarn Salomon.
Salomon mab David a startaas en e ren, hag an AOTROU e Zoue a voe gantañ hag a savas anezhañ uhel-meurbet.
Mar vir da vibien va emglev ha va zestenioù a zeskin dezho, o mibien ivez, da viken, a vo azezet war da dron.