Ar brini a zegase bara ha kig dezhañ diouzh ar beure, ha bara ha kig dezhañ d'abardaez, hag ec'h eve eus ar froud.
1 Rouaned 19:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e savas, hag e tebras hag ec'h evas, ha gant an nerzh a roas ar pred-se dezhañ, e kerzhas daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh betek Horeb, menez Doue. |
Ar brini a zegase bara ha kig dezhañ diouzh ar beure, ha bara ha kig dezhañ d'abardaez, hag ec'h eve eus ar froud.
Ael an AOTROU a addeuas un eil gwech, hag e stokas outañ en ur lavarout: Sav, debr, rak an hent a zo re hir evidout.
Menez Sinai a oa holl en moged, dre ma oa diskennet an AOTROU warnañ en tan. Hag e vogedenn a bigne evel mogedenn ur fornez, ar menez holl a grene kreñv.
Moizez a yeas e-kreiz ar goabrenn hag a bignas war ar menez. Moizez a voe war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh.
Moizez a vesae tropell Jetro e dad-kaer, aberzhour Madian. Kas a reas an tropell a-dreñv ar gouelec'h hag e teuas da venez Doue, da Horeb.
Eñ a voe eno gant an AOTROU daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, ha ne zebras ket bara ha ne evas ket dour. Hag e skrivas war an taolennoù komzoù an emglev, an dek komz.
An AOTROU a lavaras da Aaron: Kae en arbenn da Voizez er gouelec'h. Mont a reas eta hag e kavas anezhañ war menez Doue, hag e pokas dezhañ.
A-benn an dek devezh e voe gwelet e oa gwelloc'h o dremmoù ha lartoc'h o c'horfoù eget an holl dud yaouank a zebre meuzioù ar roue.
Hag e voe el lec’h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan. Eno e oa gant al loened gouez hag an aeled a servije anezhañ.
eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh. Ne zebras netra e-pad an deizioù-se ha, goude ma voent tremenet, en doa naon.
ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc’h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc’h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.
Stouet em eus dirak an AOTROU, evel diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriñ bara hag hep evañ dour, en abeg d'an holl bec'hedoù ho poa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evit e fuloriñ.