Pa glevas ar roue komzoù an den Doue a grie a-enep aoter Betel, Jeroboam a astennas e zorn dreist an aoter o lavarout: Krogit ennañ! Hag an dorn en doa astennet etrezek ennañ a zeuas disec'het, ha ne oa ket evit e zistreiñ d'e gavout.
1 Rouaned 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e roas en deiz-se un arouez o lavarout: Setu un arouez ez eo an AOTROU en deus komzet: Setu, an aoter a faouto, hag al ludu a zo warni a vo skuilhet. |
Pa glevas ar roue komzoù an den Doue a grie a-enep aoter Betel, Jeroboam a astennas e zorn dreist an aoter o lavarout: Krogit ennañ! Hag an dorn en doa astennet etrezek ennañ a zeuas disec'het, ha ne oa ket evit e zistreiñ d'e gavout.
Ezekiaz en doa lavaret da Izaia: Dre beseurt arouez ec'h anavezin e vin yac'haet gant an AOTROU, hag e pignin a-benn tri deiz da di an AOTROU?
Moizez a respontas: Met setu, ne gredint ket ac'hanon ha ne sentint ket ouzh va mouezh, met e lavarint: An AOTROU n'en deus ket en em ziskouezet dit.
Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon hag a reas evel-se, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezho. Aaron a daolas e wialenn dirak Faraon ha dirak e servijerien, hag e teuas da vezañ un naer.
Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur.
Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se?
Hag e lavaras dezhañ: Mar em eus kavet gras dirak da zaoulagad, ro din ur sin eo te a gomz ouzhin;
Hag ar pezh a c'hoarvezo gant da zaou vab, Hofni ha Fineaz, a servijo da arouez dit: mervel a raint o-daou d'an hevelep deiz.