Ha da servijerez he deus lavaret: Ra roio komz ar roue va aotrou diskuizh deomp; rak ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue evit anavezout ar mad hag ar fall. Ra vo an AOTROU da Zoue ganit!
1 Rouaned 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Salomon a zisplegas dezhi diwar-benn he holl luziadelloù, ha ne voe netra na intentas ket ar roue ha na zisplegas ket dezhi. |
Ha da servijerez he deus lavaret: Ra roio komz ar roue va aotrou diskuizh deomp; rak ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue evit anavezout ar mad hag ar fall. Ra vo an AOTROU da Zoue ganit!
Da servijer Joab eo en deus graet din reiñ an doare-mañ da'm frezeg. Met va aotrou a zo fur evel un ael a-berzh Doue, evit gouzout kement a c'hoarvez er vro.
Rouanez Seba, o vezañ klevet brud Salomon abalamour da anv an AOTROU, a zeuas d'e amprouiñ dre luziadelloù.
Dont a reas da Jeruzalem gant un heuliad bras, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon.
setu, e ran hervez da gomzoù. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heñvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heñvel ouzhit ez koude.
Salomon a zisplegas dezhi diwar-benn he holl luziadelloù, ha ne voe netra na intentas ket Salomon ha na zisplegas ket dezhi.
Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.
Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.
Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec’h anavezo hag eo va c’helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac’hanon va-unan.
Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,