meuzioù e daol, annezlec'hioù e servijerien, urzh ha gwiskamant a re a servije, e hanaferien, e loskaberzhoù a ginnige e ti an AOTROU, a voe holl er-maez anezhi hec'h-unan.
Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.
Rouanez ar C’hreisteiz a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour ma teuas eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Salomon.
Sellit penaos e kresk al lili, ne labouront ket ha ne nezont ket, koulskoude e lavaran deoc’h penaos Salomon e-unan, en e holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezho.