Neuze e komzas Natan ouzh Bat-Sheba mamm Salomon, o lavarout: Ha ne'c'h eus ket klevet e ren Adonija mab Hagid? Hag hon aotrou, David, ne oar netra a gement-se.
1 Rouaned 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kae, kae da di ar roue David, ha lavar dezhañ: Ha ne'c'h eus ket touet da'z servijerez, o roue va aotrou, en ur lavarout: A-dra-sur Salomon da vab a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron? Perak eta e ren Adonija? |
Neuze e komzas Natan ouzh Bat-Sheba mamm Salomon, o lavarout: Ha ne'c'h eus ket klevet e ren Adonija mab Hagid? Hag hon aotrou, David, ne oar netra a gement-se.
Setu, e-pad ma vi c'hoazh o komz gant ar roue, me a yelo va-unan war da lerc'h, hag e kadarnain da gomzoù.
Hi a lavaras dezhañ: Va aotrou, touet ec'h eus da-unan da'z servijerez, dre an AOTROU da Zoue: A-dra-sur Salomon da vab a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron.
Natan a lavaras: O roue va aotrou! Hag ec'h eus lavaret: Adonija a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron?
Evel ma em eus touet dit dre an AOTROU Doue Israel, o lavarout: A-dra-sur Salomon da vab a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron em lec'h, evel-se e rin hiziv.
Hag e pignot war e lerc'h, hag e teuio, hag ec'h azezo war va zron, hag e reno em lec'h. Rak evel-se em eus gourc'hemennet e vo rener Israel ha Juda.
Ha setu ar pezh en deus lavaret ar roue: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus lakaet da vezañ azezet hiziv war va zron un den a welan gant va daoulagad.
Hag a-douez va holl vibien, rak an AOTROU en deus roet din kalz mibien, dibabet en deus va mab Salomon, evit e lakaat da azezañ war dron rouantelezh an AOTROU war Israel.
Salomon a azezas eta war dron an AOTROU evel roue, e lec'h David e dad, hag e reas berzh, hag holl Israel a sente outañ.
neuze e vo torret va emglev gant David va servijer, en doare ma n'en devo ken a vab da ren war e dron, ha va emglev gant an aberzhourien Levited a servij ac'hanon.
Adalek ma vo azezet war dron e rouantelezh, e skrivo evitañ e-unan en ul levr un eilad eus al lezenn-mañ, en devo digant an aberzhourien, al Levited.