P'he doe echuet da reiñ dezhañ da evañ, e lavaras: Tennañ a rin ivez evit da gañvaled, betek m'o devo echuet da evañ.
1 Pêr 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En em zegemerit an eil egile en ho tiez hep grozmolat. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bezit ato prest d’en em zigemer an eil egile en ho tiez, heb en em glem. |
P'he doe echuet da reiñ dezhañ da evañ, e lavaras: Tennañ a rin ivez evit da gañvaled, betek m'o devo echuet da evañ.
Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac’hanoc’h. Erast teñzorier kêr hag ar breur Kouartuz a salud ac’hanoc’h.
Ra roio pep hini hervez ar pezh ma en deus soñjet en e galon, nann gant keuz na dre ret, rak Doue a gar an hini a ro gant levenez.
Ret eo eta d’an eskob bezañ didamall, pried d’ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn,
Met n’eo ket bet fellet din ober netra hep da ali, evit na vefe ket da vadober evel un dra ret, met a volontez vat.
Ha n’ankounac’hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.
N’ankounac’hait ket an herberc’h, rak drezañ o deus hiniennoù roet degemer da aeled hep henn gouzout.
Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec’h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor.