Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.
1 Pêr 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o c’hounit ar priz eus ho feiz, silvidigezh hoc’h eneoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) o receo ar priz euz ho feiz, silvidigez hoc’h eneou. |
Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.
Holl int marv er feiz hep bezañ resevet an traoù prometet, met o vezañ o gwelet a-bell hag o vezañ kredet enno, asañtet o deus hag anzavet o deus e oant diavaezidi ha beajourien war an douar.
Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.
ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c’hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c’hrae an arc’h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.