Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c’hourc’hemenn bremañ d’an holl dud en holl lec’hioù kaout keuz,
1 Pêr 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag evel bugale sentus, n’en em renit ket diouzh droukc’hoantoù ho tiouiziegezh a wechall. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) evel bugale sentus, n’en em gonformit ket d’ar gwall‐ioulou euz hoc’h ignorans a wech‐all. |
Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c’hourc’hemenn bremañ d’an holl dud en holl lec’hioù kaout keuz,
N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.
Sebeliet omp bet eta gantañ dre ar vadeziant en e varv, evit, evel ma’z eo Krist adsavet a-douez ar re varv dre c’hloar an Tad, ma kerzhimp-ni ivez en hevelep doare e nevezded a vuhez.
hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.
Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.
Sentiñ a ri ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, hag e ri diouzh e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù a gelennan dit hiziv.
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!