Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant); kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.
Sant Marc 9:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes piou‐benag a roio gwall exempl da unan euz ar re vihan‐ze pere a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet er mor. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug ha e vefe taolet er mor. |
Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant); kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.
Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.
Mes piou‐benag a roio gwall‐exempl da unan euz ar re vihan‐ze hag a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet e gweled ar mor.
Hag o veza kwezet d’an douar, e klevaz eur vouez hag a lavare dezhan: Saul, Saul, perag e persecutez‐te ac’hanoun?
N’en em varnomp mui eta an eil egile; mes barnit kentoc’h ne dleer rei nag occasion da bec’hi, na scandal e‐bed d’hor breur.
hervez ma’z eo scrivet: Ar re da bere ne oa ket bet annonset her gwelo, hag ar re n’ho doa ket klevet komz anezhan, a glevo.
Koulskoude, ho pedan, breudeur, da ziwall ouz ar re a laka da zevel divisionou ha scandal a‐enep an doctrin hoc’h euz desket, ha da bellaad diouthe.
evit ma c’hellot, e pep tra, anaoud petra eo ar gwella, evit ma veot pur ha direbech evit dervez ar C’hrist,
Me a fell d’in eta e teufe ar re yaouank da zimezi, da gaoud bugale, da c’houarn ho zi, ha ne rofent d’an enebour leac’h e‐bed da zroug‐komz.
Ha kalz a heullio ho c’helennadurezou a gollidigez, ha blasphemet e vezo an hent euz ar wirionez abalamour dezhe.