Sant Marc 7:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) o lakaad evel‐se en plas ger Doue ho tradition great ganeoc’h hoc’h unan; hag e rit c’hoas kalz a draou all euz ar seurt‐se. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o kas da netra ger Doue gant ho hengoun graet ganeoc’h hoc’h-unan. Ha kalz a draoù all a rit evel-se. |
Neuze, o veza galvet an holl bobl, e lavaraz dezhe: Selaouit holl ac’hanoun, ha comprenit an dra‐man:
(Rag ar Farizianed hag an holl Judevien na zebront ket hep beza gwalc’het ho daouarn beteg ho ilin, o terc’hel evel‐se tradition ar re goz;
Neuze ar Farizianed hag ar Scribed a c’houlennaz diganthan: Perag da ziskibien‐te na heulliont‐hi ket tradition ar re goz, hag e kemeront ho boued heb gwalc’hi ho daouarn?
Lavaret a reaz ive dezhe: Gouzoud a rit mad terri gourc’hemen Doue, evit miret ho tradition; rag Moises hen deuz lavaret:
ha penaos ez een pelloc’h er relijion ar Judevien eged kalz euz ar memeus oad ganen e‐touez va nation, o veza douget dreist an holl evit gizou va zud koz.
an anviou, al lazerezou, ar vezventiou, an dirollou, hag an traou all euz ar seurt‐se. Lavaret a ran deoc’h en avans, evel ma em euz ive lavaret dija, penaos ar re a ra ar seurt traou‐se, na heritint ket rouantelez Doue.
heb en em rei da fablennou ar Judevien, na da urzou tud, pere a dro kein d’ar wirionez.