hag e lavaraz d’he zervicherien: Ian ar Badezour eo hennes; savet eo a‐douez ar re varo, hag abalamour da ze eo e vez great miraclou dreizhan.
Sant Marc 6:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Herodes eta, o veza klevet komz divar he ben, a lavaraz: Hennes eo Ian, an hini em euz lakeat da zibenna; savet eo a‐douez ar re varo. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Herodez, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ, adsavet eo a-douez ar re varv. |
hag e lavaraz d’he zervicherien: Ian ar Badezour eo hennes; savet eo a‐douez ar re varo, hag abalamour da ze eo e vez great miraclou dreizhan.
Pec’het em euz; trahisset em euz ar goad innosant. Mes int a lavaraz: Petra a ra an dra‐ze deomp‐ni? Kement‐se a zell ouzidte.
Re all a lavare: Elias eo hennes; ha lod all a lavare: Eur profet eo, pe evel unan euz ar brofeted.
Rag Herodes hen doa kasset tud da gregi e Ian, hag hen doa lakeat he staga er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip, he vreur, rag hen a oa dimezet dezhi.
Hag e lavare Herodes: Lakeat em euz dibenna Ian; mes piou eo he‐man, divarben pehini e klevan traou ker burzudus? Hag hen hen doa c’hoant d’hen gwelet.