Neuze ez a hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan; mond a reont en ti, hag e choumont eno; ha stad diveza an den‐ze a zo gwassoc’h eged ar c’henta. Evel‐se eo e c’hoarvezo gant ar generation fall‐man.
Sant Marc 5:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a c’houlennaz diganthan: Pe hano ec’h euz? Hag hen a respontaz: Lejion eo va hano, o veza ma’z omp kalz. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a c’houlennas digantañ: Pe anv ac’h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion, rak kalz omp. |
Neuze ez a hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan; mond a reont en ti, hag e choumont eno; ha stad diveza an den‐ze a zo gwassoc’h eged ar c’henta. Evel‐se eo e c’hoarvezo gant ar generation fall‐man.
Ha sonjal a rez‐te na helfen‐me ket breman pedi va Zad, hag e tigasfe d’in rag‐tal ouzpen daouzec lejion a elez?
Hag an dud a zeuaz er meaz da velet ar pez a oa c’hoarvezet; hag e teujont etrezeg Jesus, hag e veljont an hini a oa bet dalc’het gant al lejion a zrouk‐sperejou, azezet, gwisket hag en he skiant vad; hag e teuaz aoun braz dezhe.
Ha Jesus a c’houlennaz diganthan: Pe hano ec’h euz? He‐man a respontaz: Lejion; rag kalz a zrouk‐sperejou a oa antreet enhan.