Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz:
Sant Marc 5:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kerkent ha ma oe diskennet Jesus euz ar vag, e teuaz d’he zialben eun den a oa o tond euz ar beziou, hag a oa possedet gant eur spered impur. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc’het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d’e gavout. |
Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz:
Neuze ar Spered impur, oc’h hija anezhan stard, a ieaz er meaz anezhan, en eur leuskel eur griaden vraz.
Hag hen a lavaraz d’he ziskibien derc’hel prest eur vag dezhan, abalamour d’ar bobl vraz‐ze, gant aoun na vije re‐wasket ganthe.
Jesus a gommansaz adare da gelen e‐tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi,
Hag o veza kasset kuit ar bobl, e kasjont Jesus ganthe evel ma oa er vag; ha bez’ e oa ive bagou bihan all hag a iea assambles ganthan.
Jesus o veza adare treuzet ar mor er vag hag eat d’an tu all, eur foul braz a dud en em zastumaz en dro dezhan, hag hen a oa tost d’ar mor.
He‐man a rea he choumach er beziou, ha ne halle den he zerc’hel stag zoken gant chadennou;
Rag eur vreg, hag a oa dalc’het he merc’h gant eur spered impur, o veza klevet komz anezhan, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid.
Ha pa oe diskennet Jesus d’an douar, eun den euz ar gear‐ze, hag a oa possedet abaoe pell amzer gant drouk‐sperejou, a zeuaz d’he zialben. Ne oa ket a zillad varnezhan, ha ne choume ket er gear, mes er beziou.
Ha pa oa o tostaad, an drouk‐spered a stlapaz anezhan d’an douar, hag hen gwall‐hijaz; mes Jesus a reprenaz stard ar spered impur, hag a iac’heaz ar bugel, hag a rentaz anezhan d’he dad.