Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 9:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Ha pa oa o tostaad, an drouk‐spered a stlapaz anezhan d’an douar, hag hen gwall‐hijaz; mes Jesus a reprenaz stard ar spered impur, hag a iac’heaz ar bugel, hag a rentaz anezhan d’he dad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d’an douar hag a zifretas start anezhañ. Met Jezuz a c’hourdrouzas ar spered hudur, a yac’haas ar bugel hag en roas d’e dad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 9:42
12 Referencias Cruzadas  

Int eta hen digassaz dezhan; ha kerkent ha ma velaz Jesus, ar spered a zifretaz anezhan gant nerz, hag e kwezaz d’an douar, hag en em rullie oc’h eonenni.


Hag an den maro a zavaz en he gouaze, hag a gommansaz da gomz. Ha Jesus a roaz anezhan d’he vam.


Eur spered a grog enhan, ha kerkent en em laka da scrijal. Neuze ar spered a wall‐hij anezhan, oc’h hen lakaad da eonenni, hag a boan e laosk anezhan goude beza hen brevet holl.


Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz: O raç difeiz ha fallagr, pegeit e choumin‐me ganeoc’h, hag e c’houzanvin‐me ac’hanoc’h? Digas aman da vab.


Hag e oent holl souezet o velet ar galloud braz euz a Zoue. Hag evel ma oant holl souezet gant kement a rea Jesus, hen a lavaraz d’he ziskibien:


Mes goude m’ho doe ranviet var‐dro pemp var‐n’ugent pe tregont stad, e veljont Jesus o vale var ar mor, hag o tostaad d’ar vag; hag e oent spountet.


Ha Per, o rei dezhi he zorn, a zavaz anezhi, hag, o veza galvet ar Zent hag an intanvezed, e lakeaz anezhi beo dirazhe.


Ragse en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Malheur deoc’h‐hu pere a choum var an douar ha var ar mor; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’houzout penaos eo arru ber he amzer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos