Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 9:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz: O raç difeiz ha fallagr, pegeit e choumin‐me ganeoc’h, hag e c’houzanvin‐me ac’hanoc’h? Digas aman da vab.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h hag e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degas amañ da vab.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 9:41
31 Referencias Cruzadas  

Deut d’am c’havout, c’houi holl pere a zo skuiz ha bec’hiet, ha me ho soulajo.


Mes hen a respontaz, hag a lavaraz dezhe: Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl; mes na vezo roet dezhi miracl e‐bed nemed hini ar profet Jonas.


Neuze ez a hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan; mond a reont en ti, hag e choumont eno; ha stad diveza an den‐ze a zo gwassoc’h eged ar c’henta. Evel‐se eo e c’hoarvezo gant ar generation fall‐man.


Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl; mes ne vezo roet miracl e‐bed dezhi nemed hini ar profet Jonas. Hag o veza lezet anezhe, ez eaz kuit.


Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz: O raç difeiz ha fallagr, bete pegeit e vezin‐me ganeoc’h? bete pegeit ec’h andurin‐me ac’hanoc’h? Digassithen aman d’in.


E gwirionez hen lavaran deoc’h, kement‐se holl a gwezo var ar generation‐man.


Mes o velet kalz a Farizianed hag a Saduseed o tond d’he vadiziant, hen a lavaraz dezhe: Raç an aered‐viber! piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond?


Ha Jesus, o velet kement‐se, a oe indiniet, hag a lavaraz dezhe: Lezit ar vugaligou da zond d’am c’havout, ha na virit ket outhe; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe.


Ha Jesus, o choum en he za, a lavaraz gervel anezhan. Gervel a rejont eta an den dall, hag e leverjont dezhan: Kemer courach, sav, gervel a ra ac’hanoud.


Neuze Jesus a respontaz dezhe: O raç incredul, pegeit e choumin‐me ganeoc’h? pegeit e supportin‐me ac’hanoc’h? Digassit‐hen d’in.


Neuze e lavaraz dezhe: Pe leac’h ema ho feiz? Hag int, spountet ha souezet braz, a lavare an eil d’egile: Piou eta eo he‐man, pa gommand memeus d’an avelou ha d’an dour, hag e sentont outhan?


Hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit; mes n’ho deuz ket gallet.


Ha pa oa o tostaad, an drouk‐spered a stlapaz anezhan d’an douar, hag hen gwall‐hijaz; mes Jesus a reprenaz stard ar spered impur, hag a iac’heaz ar bugel, hag a rentaz anezhan d’he dad.


Jesus a lavaraz dezhan: Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez‐te: Diskouez deomp an Tad?


Neuze e lavaraz da Thomas: Laka da viz aman, ha sell ouz va daouarn; astenn ive da zorn, ha laka‐hen em c’hostez, ha na vez ket eun den difeiz, mes eun den hag a gred.


Hag e‐pad var‐dro daou‐ugent vloaz amzer, e kemeraz patianted ganthe hag ho magaz ebarz an dezert.


Ha dre galz a gomzou all e pede stard hag ec’h exhorte anezhe, en eur lavaret: En em zaveteit diouc’h ar wenn fall‐ze.


Pe otramant, ha disprijoud a rez‐te pinvidigeziou he vadelez, he batianted hag he hir‐c’houzanvedigez, hep gouzoud e c’halv madelez Doue ac’hanoud d’ar gonversion?


Evel‐se e velomp penaos na helljont ket mond en he repos, abalamour ne gredent ket.


Lakomp eta hor poan da glask antren er repos‐se, gant aoun na deufe unan‐benag da gweza en eur seurt revolt.


Rag deomp‐ni, koulz ha dezhe, eo bet great ar bromessa eürus‐se; mes ar gomz‐se ho doa klevet na brofitaz ket dezhe, rag ar re a glevaz anezhi, a choumaz hep credi.


Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos