Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 9:43 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 Hag e oent holl souezet o velet ar galloud braz euz a Zoue. Hag evel ma oant holl souezet gant kement a rea Jesus, hen a lavaraz d’he ziskibien:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d’e ziskibien:

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 9:43
14 Referencias Cruzadas  

Hogen pa oent distro en Galile, Jesus a lavaraz dezhe: Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud;


Neuze e pignaz en ho zouez er vag, hag an avel a davaz; hag e oant souezet meurbed hag en eun estlam euz ar vrassa.


Ha rag‐tal e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie anezhan, o renta gloar da Zoue. Hag ar bobl holl, o velet kement‐se, a veulaz Doue.


Hag e oent holl spountet braz, hag e lavarent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Gourc’hemen a ra gant otorite ha gant galloud d’ar sperejou louz, hag e sortiont!


Hag holl e oent souezet braz, hag e veulent Doue; hag e teuaz aoun dezhe, hag e lavarent: Traou burzudus hon euz gwelet hirio.


Rag ar spount a oa croget enhan, hag er re holl a oa assambles ganthan, abalamour d’ar besketerez ho doa great; hag ive en Jakes ha Ian, mibien Zebede, pere a oa kensorted da Simon.


Neuze e lavaraz dezhe: Pe leac’h ema ho feiz? Hag int, spountet ha souezet braz, a lavare an eil d’egile: Piou eta eo he‐man, pa gommand memeus d’an avelou ha d’an dour, hag e sentont outhan?


Ha pa oa o tostaad, an drouk‐spered a stlapaz anezhan d’an douar, hag hen gwall‐hijaz; mes Jesus a reprenaz stard ar spered impur, hag a iac’heaz ar bugel, hag a rentaz anezhan d’he dad.


Rag n’e ket en eur heuil fablennou great gant finesse eo hon euz roet da anaoud deoc’h galloud ha donedigez hon Aotrou Jesus‐Christ; mes goude beza gwelet he vajeste gant hon daou‐lagad hon‐unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos