Sant Marc 4:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar hen deuz unan‐benag diou‐skouarn da glevet, ra zelaouo. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo. |
Neuze an dud just a lugerno evel an heol en rouantelez ho Zad. Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.
N’eo mad, nag evit an douar, nag evit an teil; hen teurel a rer er meaz. Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.
Lod all a gwezaz en douar mad, hag a zavaz hag a roaz frouez, kant evit unan. O lavaret kement‐man, e crie: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn evit klevet!
An hini hen deuz diou‐skouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: An hini a drec’ho, na recevo koll e‐bed euz an eil maro.
Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zebri euz ar mann kuzet; hag e roin dezhan eur vilien venn, ha var ar vilien‐ze e vezo scrivet eun hano nevez, ha n’eo anavezet gant den e‐bed, nemed gant an hini a receo anezhan.
Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezhan da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e‐kreiz barados Doue.