Var gement‐man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.
Sant Marc 3:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz rag‐tal gant an Herodianed a‐enep dezhan, evit gouzout petra da ober evit hen koll. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc’has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel. |
Var gement‐man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.
Hag e kasjont dezhan lod euz ho diskibien gant an Herodianed, pere a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp penaos ez oud gwirion, ha penaos e teskez hent Doue hervez ar wirionez, hep sourcial petra vez an den, rag na zellez ket ouz apparans an dud.
Goude‐ze e kasjont dezhan darn euz ar Farizianed hag euz an Herodianed, evit tapoud anezhan en he gomzou.
Hag e reaz outhe an difen‐man: Diwallit‐mad ouz goell ar Farizianed, hag ouz goell Herodes.
Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaske an tu da lakaad Jesus d’ar maro; rag aoun ho doa rag ar bobl.
Hag e oent leun a fulor, hag e komzent etrezhe da c’houzout petra a heljent ober da Jesus.
hag ec’h euz lavaret dre c’henou David da zervicher: Perag ema an nationou drouk‐contant, ha perag ho deuz ar boblou lakeat en ho fen sonjezonou ven?