Sant Marc 3:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) an hini a drahissaz anezhan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Judaz Iskariod, an hini en droukroas. Neuze e tistrojont d’an ti. |
Hag evel ma komze c’hoas, setu Judas, unan euz an daouzec, a zeuaz, hag assambles ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, deuet a‐berz prinsed ar veleien hag ar re Ancien euz ar bobl.
hag Andre, Philip, Barthelemi, Maze, Thomas, Jakes mab Alfe, Tadde, Simon ar C’hananead, ha Juda Iscariot,
Neuze e tistrojont d’an ti; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued.
Dond a reaz goude‐ze da Gapernaüm, ha pa edo en ti, e c’houlennaz diganthe: Divarben petra e tisputec’h‐hu etrezoc’h en hent?
Ha pa oe deuet koan (an Diaoul o veza lakeat dija e calon Judas Iscariot, mab Simon, ar sonj da drahissa anezhan),
Mes bez’ ez euz en ho touez lod ha ne gredont ket. Rag Jesus a ouie adaleg ar pen‐kenta piou a oa ar re ne gredent ket, ha piou a oa an hini a dlie hen trahissa.
Hogen, euz a Judas Iscariot, mab Simon, eo e komze; rag hennes eo a dlie hen trahissa, evit‐han da veza unan euz an daouzec.