Hogen, evel ma valee a‐hed mor Galile, e velaz Simon hag Andre ha vreur, pere a daole ho rouejou er mor; rag pesketerien e oant.
Sant Marc 3:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar re‐man a oe Simon, da behini e roaz an hano a Ber; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e oant: Simon ma roas an anv a Bêr dezhañ; |
Hogen, evel ma valee a‐hed mor Galile, e velaz Simon hag Andre ha vreur, pere a daole ho rouejou er mor; rag pesketerien e oant.
ha Jakes mab Zebede, ha Ian breur Jakes, da bere e roaz an hano a Boanerjes, da lavaret eo, mibien ar gurun;
Ha pa oe deuet an deiz, e c’halvaz he ziskibien, hag e choazaz daouzec anezhe, pere ive a hanvaz ebestel;
Hag e tigassaz anezhan da gavout Jesus. Jesus, o veza sellet outhan, a lavaraz dezhan: Te eo Simon, mab da Jona; te a vezo galvet Cephas (da lavaret eo, Per).
Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes.
Da lavaret eo, pep hini, en ho touez, a lavar: Me a zo, diskibl da Baol; ha me, da Apollos; ha me, da Gephas; ha me, d’ar C’hrist.
Paol, pe Apollos, pe Cephas, pe ar bed, pe ar vuez, pe ar maro, pe an traou a‐vreman, pe an traou da zond; pep tra a zo deoc’h, ha c’houi a zo d’ar C’hrist, hag ar C’hrist a zo da Zoue.
Daoust ha n’omp‐ni ket libr da gas ganeomp dre‐holl eur c’hoar, hor pried, evel an ebestel all, ha breudeur an Aotrou, ha Cephas?
Simon per, servicher hag abostol Jesus‐Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini‐ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus‐Christ.