Sant Marc 3:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen a c’hourc’hemene stard dezhe diwall da ziscleria anezhan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met eñ a c’hourc’hemenne start dezho n’en zisklêrjent ket. |
Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka evez na liviri an dra‐man da zen; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement‐se da desteni dezhe.
Hag ho daou lagad a oe digoret; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret: Diwallit na ouefe den an dra‐ze.
Mes Jesus a c’hourdrouzaz anezhan en eur lavaret; Ro peoc’h, ha kea er meaz euz an den‐ze.
Hag e iac’heaz kalz a dud, pere a oa klanv gant peb seurt klenved, hag e kassaz kuit kalz a zrouk‐sperejou, hag e tifenne outhe lavaret ec’h anavezent anezhan.
Ober a reaz kement‐se e‐pad meur a zevez; mes Paol, o veza skuiz, a zistroaz, hag a lavaraz d’ar spered: Me a c’hourc’hemen d’id en hano Jesus‐Christ, mond er meaz euz ar plac’h‐se. Hag ez eaz kerkent er meaz anezhi.