Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 3:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Hag ar sperejou impur, pa her gwelent, en em brosterne dirazhan, hag a grie, o lavaret: Te eo Mab Doue!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Pa en gwele an speredoù hudur, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 3:11
14 Referencias Cruzadas  

Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret: E gwirionez, te eo Mab Doue.


Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz: Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein‐ze da veza bara.


Mar d’oud Mab Doue, en em daol d’an traon; rag scrivet eo: Gourc’hemen a rai d’he elez divar da ben, hag e tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfez da droad ouz eur mean‐benag.


en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret: Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue? ha deuet oud‐de aman d’hon tourmanti araog an amzer?


Hag an drouk‐sperejou a bedaz anezhan, en eur lavaret: Mar kassez ac’hanomp kuit, lez ac’hanomp da vond er vanden voc’h‐se.


Commansamant Aviel Jesus‐Christ, Mab Doue.


An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist.


Kerkent ha ma velaz Jesus, e commansaz da grial hag, oc’h en em deurel e c’harz he dreid, e lavaraz a vouez huel: Petra a zo etre me ha te, Jesus, Mab an Doue Holl‐C’halloudec? Me az ped, na dourmant ket ac’hanoun.


Honnes, o veza heulliet Paol ha ni, en em lakaz da grial, en eur lavaret: An dud‐man a zo servicherien an Doue Holl‐C’halloudec, pere a annons deoc’h hent ar zil vidigez.


Ha mar hen deuz unan‐benag naoun, ra zebro en he di, evit n’en em assamblot ket evit ho condaonation. Evit an traou all, me ho reglo pa vezin erruet.


Te a gred ez euz eun Doue hep‐ken, mad a rez; an drouk‐sperejou hen cred ive, hag e krenont.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos