Mes ar zervicher‐ze, o veza eat er meaz, a gavaz unan euz he gen‐zervicherien hag a dlie dezhan kant diner, hag, o veza croget enhan, e vouge anezhan en eur lavaret: Pae d’in‐me ar pez a dleez d’in.
Sant Marc 14:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag gallet e vije gwerza anezhan ouz‐pen tri c’hant diner, hag ho rei d’ar beorien. Hag e vurmurent a‐enep d’ar vaouez‐ze. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c’hant diner hag o reiñ d’ar beorien. Hag e krozmolent en hec’h enep. |
Mes ar zervicher‐ze, o veza eat er meaz, a gavaz unan euz he gen‐zervicherien hag a dlie dezhan kant diner, hag, o veza croget enhan, e vouge anezhan en eur lavaret: Pae d’in‐me ar pez a dleez d’in.
Hag unan‐benag anezhe a oe droug enhe, hag a lavare: Da betra beza kollet an eol a c’houez‐vadse?
Mes Jesus a lavaraz: Lesthi; perag e rit‐hu nec’hamant dezhi? Eun oeuvr vad he deuz great em c’henver.
Hag ar Farizianed hag ar Scribed a vurmure hag a lavare: An den‐man a zigemer ar bec’herien, hag a zebr assambles ganthe.
Rag darn a zonje, abalamour ma oa ar ialc’h gant Judas, e lavare Jesus dezhan: Pren an traou a zo red deomp da gaoud evit ar gouel; pe: Ro eun dra‐benag d’ar beorien.
Philip a respontaz dezhan: Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.
Ha na vurmurit ket, evel ma reaz darn anezhe; hag e oent lakeat da berissa gant an eal distrujer.
Ra zeuio an hini a laere, da choum hep laerez mui; mes kentoc’h ra labouro gant he zaouarn da eun dra vad‐benag, evit m’hen devezo peadra da rei d’an hini a zo en dienez.
Tud int ha ne reont nemed murmuri, hag en em glem bepred, pere a gerz hervez ho c’hoantou diroll; ho genou a gomz gant ourgouil, ha dre interest e reont stad euz an dud a galite.