Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 6:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Philip a respontaz dezhan: Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Filip a respontas dezhañ: Daou c’hant diner a vara ne vefe ket a-walc’h evit reiñ un tammig da bep hini.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:7
10 Referencias Cruzadas  

Mes ar zervicher‐ze, o veza eat er meaz, a gavaz unan euz he gen‐zervicherien hag a dlie dezhan kant diner, hag, o veza croget enhan, e vouge anezhan en eur lavaret: Pae d’in‐me ar pez a dleez d’in.


Hag e lavaraz dezhe: Roit c’houi hoc’h‐unan da zibri dezhe. Hag e leverjont dezhan: Ha mond a rankimp‐ni da brena evit daou c’hant diner a vara, evit rei dezhe da zibri?


An deiz varlerc’h, Jesus a fellaz dezhan mond d’ar Galile, hag e kavaz Philip, hag e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun.


Hogen, Philip a oa euz a Vethsaida, kear Andre ha Per.


Philip a gavaz Nathanael hag a lavaraz dezhan: Kavet hon euz an hini a zo bet scrivet divar he ben gant Moises el lezen, hag a zo bet annonset gant ar brofeted, Jesus, mab Josef, euz a Nazaret.


Nathanael a lavaraz dezhan: Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra‐benag a vad? Philip a lavaraz dezhan: Deuz ha gwel.


Nathanael a lavaraz dezhan: A be leac’h ec’h anavezez‐te ac’hanoun? Jesus a respontaz dezhan: Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen‐fiez, e velen ac’hanoud.


an hini a dlie hen trahissa, a lavaraz: Perag n’eo ket bet gwerzet an eol‐ze tri c’hant diner,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos