La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 13:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha Jesus, o respont, a gommansaz lavaret: Diwallit na zeufe den d’ho trompla.

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout dezho: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h.

Ver Capítulo



Sant Marc 13:5
11 Referencias Cruzadas  

Lavar deomp peur e c’hoarvezo an traou‐ze, ha dre be seurt sin e vezo gouezet ez int prest da erruout?


Rag dond a rai kalz em hano hag a lavaro: Me eo ar C’hrist; ha kalz a vezo tromplet ganthe.


Hag hen a lavaraz: Diwallit da veza tromplet; rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret: Me eo ar C’hrist, hag an amzer a dosta.


N’en em dromplit ket: an darempredou fall a goll ar vuez vad.


Diwallit ne deufe den d’ho trompla gant komzou goullo; rag abalamour d’an traou‐ze eo e teu coler Doue var ar vugale dizent.


Likit evez na zeufe den da c’hounid ac’hanoc’h dre philosophi ha touellerez goullo, hervez giz an dud, hervez kenta kenteliou ar bed, ha nann hervez ar C’hrist.


Diwallit na zeufe den d’ho trompla en doare e‐bed; rag red eo e vez deuet da‐genta ar revolt, hag a vez bet diskouezet den ar pec’hed, mab ar gollidigez,


Bugale muia‐karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a‐berz Doue; rag kalz a falsprofeted a zo deuet er bed.