Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 21:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Hag hen a lavaraz: Diwallit da veza tromplet; rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret: Me eo ar C’hrist, hag an amzer a dosta.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N’it ket eta war o lerc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 21:8
26 Referencias Cruzadas  

Ha meur a fals‐profet a zavo, hag a dromplo kalz a dud.


En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.


Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret: En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.


Hag e vezo lavaret deoc’h: Setu‐hen aman, pe: Setu‐hen a‐hont; n’ez it ket, ha n’ho heullit ket.


Hag e c’houlenjont diganthan: Mestr, peur eta e c’hoarvezo an traou‐ze, ha dre be seurt sin e vezo anavezet emaint tost da c’hoarvezout?


N’ho heullit ket. Hogen, pa glevot komz euz a vrezeliou hag euz a drouz e‐touez ar boblou, na spountit ket; rag red eo d’an traou‐ze c’hoarvezoud da genta; mes ar fin na vezo ket c’hoas.


Deuet oun en hano va Zad, ha c’houi na recevit ket ac’hanoun; mar deu unan all en he hano he‐unan, c’houi hen recevo.


Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va‐unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad.


Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos an dud injust n’ho devezo ket rouantelez Doue en heritach?


Diwallit ne deufe den d’ho trompla gant komzou goullo; rag abalamour d’an traou‐ze eo e teu coler Doue var ar vugale dizent.


Diwallit na zeufe den d’ho trompla en doare e‐bed; rag red eo e vez deuet da‐genta ar revolt, hag a vez bet diskouezet den ar pec’hed, mab ar gollidigez,


Mes an dud fall hag an dromplerien a ielo var wassaad, en eur drompla ar‐re all, hag o veza tromplet ho‐unan.


Bugale muia‐karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a‐berz Doue; rag kalz a falsprofeted a zo deuet er bed.


Rag kals a douellerien a zo deuet ebarz er bed, pere na anzavont ket ez eo deuet Jesus‐Christ er c’hig. Eun hevelep den eo an toueller hag an ante‐christ.


Eürus an hini a len, hag ar re a zelaou ar c’homzou euz ar brofesi‐man, hag a vir an traou scrivet enhi; rag an amzer a zo tost.


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos