Pa dostae amzer ar frouez, e kassaz he vevelien etrezeg he vererien evit kaoud ar frouez euz he winien.
Sant Marc 12:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oe erru amzer ar frouez, e kassaz eur mevel etrezeg ar verourien, evit receo digant ar verourien frouez euz ar winien. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. |
Pa dostae amzer ar frouez, e kassaz he vevelien etrezeg he vererien evit kaoud ar frouez euz he winien.
Jesus a gommansaz neuze da gomz outhe dre barabolennou: Eun den, emezhan, a blantaz eur winien, a lekeaz eur c’harz en‐dro dezhi, a doullaz enhi eur plas evit eur waskerez, hag a zavaz eun tour, ha goude beza he roet en feurm da verourien, ez eaz kuit.
Mes an hini n’hen deuz ket anavezet bolontez he vestr, hag hen deuz great traou da veritout beza punisset, a vezo skoet varnezhan neubeutoc’h a daoliou. Ha kalz a vezo goulennet digant an hini hen deuz bet kalz; ha muioc’h a vezo goulennet digant an hini a vezo bet fiziet kalz enhan.
Ha pa oa deuet an amzer da zastum, e kassaz eur servicher etrezeg al labourerien evit kaout diganthe frouez euz ar winien; mes al labourerien goude beza skoet varnezhan, a gassaz anezhan kuit en goullo.
Doue, goude beza gwechall komzet ouz hon tadou koz, alies hag e meur a zoare, dre ar brofeted,