Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 12:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jesus a gommansaz neuze da gomz outhe dre barabolennou: Eun den, emezhan, a blantaz eur winien, a lekeaz eur c’harz en‐dro dezhi, a doullaz enhi eur plas evit eur waskerez, hag a zavaz eun tour, ha goude beza he roet en feurm da verourien, ez eaz kuit.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En em lakaas da gomz outo dre barabolennoù. Un den a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 12:1
38 Referencias Cruzadas  

Hag hen a lavaraz dezhe kalz a draou dre barabolennou, o komz evel‐hen: Eun hader a ieaz er meaz evit hada;


Mes petra a sonjit‐hu deuz an dra‐man? Eun den hen doa daou vab, hag o vond etrezeg ar c’henta, e lavaraz dezhan: Va mab, kea da labourat hirio em gwinien.


Selaouit eur barabolen all: Bez’ e oa eur pen‐tiegez, pehini a blantaz eur winien, hag a reaz eur c’harz en‐dro dezhi; kleuzi a reaz enhi eur waskerez, ha sevel a reaz eun tour; goude‐ze e feurmaz anezhi da labourerien hag ez eaz da ober eur veaj.


Pa dostae amzer ar frouez, e kassaz he vevelien etrezeg he vererien evit kaoud ar frouez euz he winien.


Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond da eur vro bell, a c’halvaz he vevelien hag a lekeaz he vadou etre ho daouarn.


Neuze e respontjont da Jesus: Na ouzomp ket. Ha Jesus a respontaz dezhe: Ha me, na lavarin ket deoc’h ken neubeud dre be otorite e ran an traou‐man.


Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond en hent evit eur vro bell, a lez he di, a ro d’he vevelien ar gondu anezhan, a verk da bep hini he labour, hag a c’hourc’hemen d’ar porzier beza var evez.


Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe dre barabolennou: Penaos ec’h hell Satan kas Satan kuit?


hag an holl bobl a oa var an douar e bord ar mor. Hag hen a zeske dezhe kalz a draou dre barabolennou, hag e lavare dezhe en he gelennadurez:


Hag eun neubeud deveziou goude, ar mab yaouanka‐ze, o veza dastumet kement a oa dezhan, a ieaz kuit da eur vro bell, hag e tispignaz eno he beadra o veva en dizurz.


Lavaret a reaz eta: Eun den a lignez huel a ieaz en eur vro bell evit kemer evithan he‐unan eur rouantelez, ha distrei goude.


Int a lavaraz dezhan: En pe leac’h e fell d’id e preparfemp anezhan?


Hag hen a respontaz: Deoc’h‐hu eo bet roet da anaoud ar mysteriou euz a rouantelez Doue; mes d’ar re all ne gomzer a gement‐se nemed dre barabolennou, en hevelep doare ma velint heb gwelet, ha ma klevint heb compren.


Hennes eo an hini, pa oa assamblet ar bobl en dezert, a oa o komz gant an eal var menez Sina, ha gant hon tadou, hag a recevaz komzou a vuez evit ho rei deomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos