Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? Digassit d’in eun diner, evit ma her gwelin.
Sant Marc 12:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e tigasjont dezhan unan. Neuze e lavaraz dezhe: Imach piou, hag hano piou eo ar re‐man? Hag e leverjont dezhan: Re Cezar. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. |
Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? Digassit d’in eun diner, evit ma her gwelin.
Ha Jesus a respontaz dezhe: Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. Hag e oent souzet braz ganthan.
Koulskoude ar fondamant stard a Zoue a choum, o kaoud ar ziel‐man: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhan; ha c’hoas; Pioubenag a c’halv hano ar C’hrist, ra zilezo an injustis.
An hini a drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a‐gichen va Doue, ha va hano nevez.