hag o velet eur vezen‐fiez var an hent, e tostaaz outhi, mes ne gavaz netra enhi nemed deliou hep‐ken, hag e lavaraz dezhi: Ra na zeui biken frouezen e‐bed ouzid; ha rag‐tal ar vezen‐fiez a zec’haz.
Sant Marc 11:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o velet a‐ziabell eur vezen‐fiez hag he doa deliou, ez eaz da velet hag hen a gavche eun dra‐benag enhi; mes pa dostaaz outhi, ne gavaz netra nemed deliou; rag ne oa ket amzer ar fiez. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O welout a-bell ur wezenn-fiez he doa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni. Hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez. |
hag o velet eur vezen‐fiez var an hent, e tostaaz outhi, mes ne gavaz netra enhi nemed deliou hep‐ken, hag e lavaraz dezhi: Ra na zeui biken frouezen e‐bed ouzid; ha rag‐tal ar vezen‐fiez a zec’haz.
Neuze Jesus, o komz, a lavaraz: Biken den na zebro frouezen e‐bed ac’hanoud. Hag he ziskibien a glevaz kement‐se.
Hogen, dond a reaz eur beleg da zisken dre an hent‐se, hag o veza gwelet an den‐ze, e tremenaz a‐biou.