Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 11:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Neuze Jesus, o komz, a lavaraz: Biken den na zebro frouezen e‐bed ac’hanoud. Hag he ziskibien a glevaz kement‐se.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 11:14
15 Referencias Cruzadas  

hag o velet eur vezen‐fiez var an hent, e tostaaz outhi, mes ne gavaz netra enhi nemed deliou hep‐ken, hag e lavaraz dezhi: Ra na zeui biken frouezen e‐bed ouzid; ha rag‐tal ar vezen‐fiez a zec’haz.


Selaouit eur barabolen all: Bez’ e oa eur pen‐tiegez, pehini a blantaz eur winien, hag a reaz eur c’harz en‐dro dezhi; kleuzi a reaz enhi eur waskerez, ha sevel a reaz eun tour; goude‐ze e feurmaz anezhi da labourerien hag ez eaz da ober eur veaj.


Piou‐benag a gwezo var ar mean‐ze a vezo brevet; ha friket a vezo piou‐benag a gwezo ar mean‐ze varnezhan.


Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.


Pep gwezen ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.


Hag o velet a‐ziabell eur vezen‐fiez hag he doa deliou, ez eaz da velet hag hen a gavche eun dra‐benag enhi; mes pa dostaaz outhi, ne gavaz netra nemed deliou; rag ne oa ket amzer ar fiez.


Dond a rejont goude da Jerusalem; ha Jesus, o veza eat en templ, a gommansaz da gas er meaz ar re a oa o verza hag o prena ebarz en templ, hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze coulmed.


Mar d’euz unan‐benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont.


Rag, mar deuont, goude beza tec’het euz a louzdoniou ar bed, dre an anaoudegez euz an Aotrou ha Salver Jesus‐Christ, d’en em luya enhe anevez ha da veza trec’het ganthe, ar stad diveza euz an dud‐se a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta.


An hini a zo injust, ra vezo injust c’hoas; an hini a zo souillet ra zeui da veza muioc’h souillet c’hoas; hag an hini a zo just ra zeui da veza justoc’h c’hoas; hag an hini a zo santel ra zeui d’en em zantifia c’hoas muioc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos