Sant Marc 10:51 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus, o komz outhan, a lavaraz: Petra a fell d’id a rafen evidoud? Hag an dall a respontaz: Aotrou, ma kavin ar gwelet. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma’c’h adkavin ar gweled. |
Mes c’houi, ne lakit ket gervel ac’hanoc’h, Mestr; rag unan hep‐ken eo ho mestr, ar C’hrist; ha c’houi holl a zo breudeur.
Na vezit ket eta henvel outhe; rag ho Tad a oar petra hoc’h euz ezom, araog ma c’houlennit diganthan.
Goulennit, hag e vezo roet deoc’h; klaskit, hag e kefot; skoit, hag e vezo digoret deoc’h.
Jesus a lavaraz dezhi: Mari! Hag hi, o veza distroet, a lavaraz dezhan: Rabbouni! da lavaret eo, va Mestr!
Hag ar c’habiten, o cregi en he zorn, en em dennaz a‐gostez ganthan, hag a c’houlennaz diganthan: Petra ec’h euz‐te da ziscleria d’in?
Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, hag ar peoc’h a Zoue,