Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 20:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Jesus a lavaraz dezhi: Mari! Hag hi, o veza distroet, a lavaraz dezhan: Rabbouni! da lavaret eo, va Mestr!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 20:16
26 Referencias Cruzadas  

Mes kerkent Jesus a gomzaz outhe, en eur lavaret: Ho pezet fizians; me eo, n’ho pezet ket a aoun.


Neuze Jesus, o komz outhan, a lavaraz: Petra a fell d’id a rafen evidoud? Hag an dall a respontaz: Aotrou, ma kavin ar gwelet.


Ha Jesus a respontaz dezhi: Martha, Martha, te en em laka en poan hag a gemer sourci gant kalz a draou;


Jesus, o veza distroet, hag o velet ec’h heullient anezhan, a lavaraz dezhe: Petra a glaskit‐hu? Ar re‐man a respontaz: Rabbi, (da lavaret eo, mestr,) peleac’h emoud o choum?


Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Ar porzier a zigor dezhan, hag an denved a glev he vouez; gervel a ra he zenved he‐unan dre ho hano, hag e kas anezhe er meaz.


Goude ma he doe lavaret kement‐se, ez eaz kuit hag e c’halvaz e‐kuz Mari, he c’hoar, hag e lavaraz dezhi: Ar mestr a zo aman, hag e c’halv ac’hanoud.


Va gervel a rit Mestr hag Aotrou, ha mad a livirit; rag beza ez oun.


Thomas a respontaz hag a lavaraz dezhan: Va Aotrou ha va Doue!


An den‐ze a zeuaz, e‐pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a‐berz Doue; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan.


Hogen, en Jerusalem, tost da zor an Denved ez euz eul lenn, galvet en hebrach Bethesda, hag he doa pemp porched.


Hag o veza hen kavet en tu all d’ar mor, e leverjont dezhan: Mestr, peur oud‐te en em gavet aman?


He‐man a velaz sclear en eur vizion, var‐dro an naoved heur euz an deiz, eun eal a‐berz an Aotrou oc’h antren en he di, hag a lavaraz dezhan: Corneil!


Hag o veza kwezet d’an douar, e klevaz eur vouez hag a lavare dezhan: Saul, Saul, perag e persecutez‐te ac’hanoun?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos