Hogen, ar Ian‐ze hen doa eur zae a vleo kanval, hag eur gouriz ler en‐dro d’he groazel; hag he voued a oa killeien‐raden ha mel gwez.
Sant Marc 1:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ian hen doa eur wiskamant great gant bleo kanval, hag eur gouriz ler en‐dro d’he groazel, hag he voued a oa killeien‐raden ha mel gwez. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. |
Hogen, ar Ian‐ze hen doa eur zae a vleo kanval, hag eur gouriz ler en‐dro d’he groazel; hag he voued a oa killeien‐raden ha mel gwez.
Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.
Prezeg a rea en eur lavaret; Dond a ra var va lerc’h unan, hag a zo galloudussoc’h eged’oun, da behini n’oun ket dign da blega, evit dizeren correou he voutou.