Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.
Sant Marc 1:39 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e kasse kuit an drouk‐sperejou. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e prezege en o sinagogennoù dre an holl C’halilea hag e kase kuit an diaouled. |
Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.
Ha Jesus a iea tro‐var‐dro dre an holl geariou hag ar villajennou, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad an holl glenvejou hag an holl infirmiteou e‐touez ar bobl.
Neuze ec’h antrejont en Capernaüm; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen.
Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz:
Hag hen a lavaraz dezhe: Deomp d’ar villajennou a zo tro‐var‐dro, evit ma prezegin ive eno; rag evit se eo ez oun deuet.
Jesus a antreaz eur vech all er sinagog, ha bez’ e oa eno eun den hag oa dizec’het he zorn.
Hag e oa souezet o velet ne gredent ket; hag ez eaz dre ar villajennou tro‐var‐dro, en eur gelen.
Ha pa oe distroet d’he zi, e kavaz e oa eat an drouk‐spered kuit, hag he merc’h gourvezet var ar gwele.
An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist.