Rag hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent en da raog.
Sant Marc 1:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hervez ar pez a oa bet scrivet er brofeted: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent araog d’id: Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu, e kasan va c’hannad dirak da zremm da gempenn an hent dirazout, |
Rag hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent en da raog.
Hag int a lavaraz dezhan: En Bethlehem, euz a Juda; rag evel‐hen eo bet scrivet dre ar profet:
Mab an den evit gwir a ia kuit evel ma’z eo bet scrivet divar he ben; mes malheur d’an hini gant pehini e vezo trahisset Mab an den; gwell e vez d’an den‐ze na vije ket bet ganet.
Neuze Jesus a lavaraz dezhe: En noz‐man e vezin caoz deoc’h holl da gweza; rag scrivet eo: Skei a rin ar pastor, hag ar vanden denved a vezo disperset.
Ha te, bugel bihan, e vezi galvet profet an Holl‐C’halloudec; rag kerzet a ri dirag faç an Aotrou, evit prepari he hentchou,
Jesus a gemeraz neuze an daouzec a‐gostez ganthan hag a lavaraz dezhe: Setu, emaomp o pignad da Jerusalem, ha kement tra a zo bet scrivet gant ar brofeted divarben Mab an den a ia da veza accomplisset.