Hag e pe kear pe villajen‐benag ma’z eot, goulennit piou a zo dign enhi; ha choumit eno bete ma’z eot kuit.
Sant Lucas 7:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar re‐man, o veza deuet da gavout Jesus, a bedaz anezhan stard, en eur lavaret: Dign eo ma rafez kement‐se evithan; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se evitañ, |
Hag e pe kear pe villajen‐benag ma’z eot, goulennit piou a zo dign enhi; ha choumit eno bete ma’z eot kuit.
Ha mar d’eo dign an ti a gement‐se, ra zeui ho peoc’h varnezhan; mes mar n’ed eo ket dign, ra zistroio ho peoc’h deoc’h.
Mes ar re a vezo kavet dign da gaout lod er bed da zond hag en resurrection ar re varo, na zimezint ket ha ne roint ket da zimezi.
Ar c’hantener, o veza klevet komz euz a Jesus, a gassaz d’he gavout lod euz ar re Ancien a‐douez ar Judevien, evit pedi anezhan da zond da iac’haad he vevel.
Den a religion hag a zoujans Doue e oa, hen hag he holl famill; ober a rea ive aluzennou braz d’ar bobl, hag e pede Doue heb ehan.
Beza ec’h euz ive en Sardis eun neubeud tud pere n’ho deuz ket saotret ho dillad, ha pere a valeo ganen en dillad gwenn, rag dign int a gement‐se.