La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 13:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

En amzer‐ze, eur re‐benag euz an dud a oa eno, a gontaz da Jesus petra a oa erruet gant tud euz ar Galile, penaos hen doa Pilat mesket ho goad gant goad ho zacrifisou.

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno a lavaras dezhañ ar pezh a oa c’hoarvezet da C’halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.

Ver Capítulo



Sant Lucas 13:1
8 Referencias Cruzadas  

Kerkent ha ma oe deiz, holl brinsed ar veleien ha re Ancien ar bobl en em guzuliaz a‐enep Jesus evit hen lakaad d’ar maro.


Ha goude beza ereet anezhan, e kasjont anezhan hag hen livrjont da Bons‐Pilat, ar gouarner.


hag a lavaraz: Tud a C’halile, perag e choumit‐hu aze da zellet ouz an env? Ar Jesus‐se, pehini a zo bet savet diganeoc’h en env, a zistroio er memeus doare ma hoc’h euz gwelet anezhan o sevel d’an env.


Hag e oant holl er meaz anezhe ho‐unan, hag en admiration, hag e lavarent an eil d’egile: An dud‐se a zo o komz, ha n’int‐hi ket holl Galileed?


Goude hennes, en amzer ma oat o sevel an niver euz ar bobl, e savaz Judas, ar C’halilead, pehini a dennaz kalz a bobl var he lerc’h; mes he‐man ive a oe lazet, hag ar re holl ho doa credet anezhan a oe dispartiet.