Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 27:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Kerkent ha ma oe deiz, holl brinsed ar veleien ha re Ancien ar bobl en em guzuliaz a‐enep Jesus evit hen lakaad d’ar maro.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d’ar marv.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

1 Quentéh el mitin, ol er Pen‐Vêlean hag er Ré‐Quetan ag en Dud e zalhas conzeu étré‐z‐hai inep de Jesus, eid il laquat d’er marhue.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 27:1
16 Referencias Cruzadas  

Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud; na antreit ket ebarz hoc’h‐unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.


Kerkent ha ma oe deiz, prinsed ar veleien, gant ar re Ancien, ar Scribed hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin, o veza en em guzuliet assambles, a gassaz Jesus liammet, hag hen livraz da Bilat.


En amzer‐ze, eur re‐benag euz an dud a oa eno, a gontaz da Jesus petra a oa erruet gant tud euz ar Galile, penaos hen doa Pilat mesket ho goad gant goad ho zacrifisou.


Ha kerkent ha ma oa deuet an deiz, conseil ar re Ancien euz ar bobl, prinsed ar veleien hag ar Scribed en em assamblaz, hag a lakaz digas Jesus en ho lez‐varn; hag e lever‐jont dezhan:


Neuze e kasjont Jesus euz a di Gaïphas d’ar pretouar; an dra‐man a oa deuz ar beure, ha na antrejont ket er pretouar, gant aoun d’en em souilla hag evit gallout debri ar Pask.


O veza klevet kement‐se, ec’h antrejont, da c’houlou‐deiz, ebarz an templ, hag eno e kelennent. Mes ar beleg‐braz hag ar re a oa ganthan o veza deuet, e c’halvjont assambles ar Sanhedrin hag holl Conseil ar re Ancien euz a vugale Israel; hag e kasjont tud d’ar prizon da gerc’hat an ebestel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios