Sant Ian 8:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a gomzaz c’hoas d’ar bobl, hag a lavaraz: Me eo sclerijen ar bed; an hini a heul ac’hanoun, na valeo ket en devalijen, mes bez’ hen devezo sclerijen ar vuez. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez. |
Jesus a lavaraz dezhe: Ar sclerijen a zo c’hoas ganeoc’h evit eun neubeud amzer; baleit e‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, gant aoun ne gouezfe an devalijen a‐daol var‐noc’h; rag an hini a vale en devalijen na oar ket pe leac’h ez a.
E‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, credit er sclerijen, evit ma viot bugale ar sclerijen. Jesus a lavaraz an traou‐ze, ha goude ez eaz kuit hag en em guzaz outhe.
Me a zo deuet er bed, me pehini a zo ar sclerijen, evit na choumo ket en devalijen an neb a gred enoun.
Jesus a lavaraz dezhan: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun.
Hag ar pez a zo caoz d’ar varnedigez‐ze eo ma’z eo deuet ar sclerijen er bed, ha ma ho deuz an dud karet muioc’h an devalijen eged ar sclerijen, rag ho oberou a oa fall.
Mar fell da unan‐benag ober bolontez Doue, ec’h anavezo pe euz a Zoue eo va c’helenadurez, pe ac’hanoun va‐unan eo e komzan.
Rag kement‐se a zo bet gourc’hemenet deomp gant an Aotrou, pa hen deuz lavaret: Da lakeat em euz da sclerijen d’ar Jentiled, evit ma vezi ho zilvidigez beteg ar pennou pella euz an douar.
da lavaret eo, e tlie ar C’hrist souffr, hag, evel ma’z eo ar c’henta resussitet a‐douez ar re varo, e tlie annons ar sclerijen d’ar bobl‐man ha d’ar Jentiled.
Ar re‐ze a zo feunteuniou hep dour, koumoulennou taolet ha distaolet gant an avel‐dro; hag an devalijen euz an noz a zo reservet evithe e‐pad an eternite.
Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen denz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn;
Mar leveromp hon euz communion ganthan, ha mar baleomp en devalijen, e leveromp gaou, ha ne heulliomp ket ar wirionez.
ar re‐ze a zo tarzou‐mor spountus, hag a daol an eonen euz ho louzdoni; steredred evit pere an devalijen a zo destinet da virviken.
ha penaos e talc’h ereet gant chadennou eternel e‐kreiz an devalijen, evit beza barnet en devez braz, an elez pere n’ho deuz ket miret ho stad kenta, hag ho deuz dilezet ho demeurans ho‐unan.
Hag an nationou a vezo bet salvet, a valeo diouz he goulou, ha rouane an douar a gasso enhi ho gloar hag ho henor.