Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Jesus a lavaraz dezhan: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:6
57 Referencias Cruzadas  

Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Rag al lezen a zo bet roet dre Voises, mes ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus‐Christ.


Enhan e oa ar vuez, hag ar vuez a oa sclerijen an dud.


Rei a ran dezhe ar vuez eternel, ha biken ne vezint kollet, ha den n’ho dilammo euz va dorn.


Jesus eta a lavaraz dezhe c’hoas: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h:


Me eo an nor; mar deu unan‐benag da antren dreizoun‐me, e vezo salvet; antren a rai, ha mond a rai er meaz, hag e kavo peuri.


C’hoas eun neubeud amzer, hag ar bed n’am gwelo mui, mes c’houi a velo ac’hanoun; abalamour ma vevan, c’houi a vevo ive.


Me eo ar gwir winien, ha va Zad eo ar gwinienour.


Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez.


Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel‐se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan.


Rag bara Doue eo an hini a zo diskennet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed.


Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env; mar deu unan‐benag da zebri euz ar bara‐man, e vevo da viken; hag ar bara a roin‐me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.


Evel ma hen deuz an Tad, pehini a zo beo, va digasset, hag evel ma vevan dre an Tad; evel‐se ive an hini a zebr ac’hanoun, hennes a vevo dreizoun.


Simon Per a respontaz dezhan: Aotrou, da gavoud piou ez afempni? Ganez ema komzou ar vuez eternel;


Hag ec’h anavezot ar wirionez, hag ar wirionez ho rento libr.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Mar deu unan‐benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro.


hag hoc’h euz lakeat d’ar maro Prins ar vuez, a zo bet resussitet gant Doue euz a‐douez ar re varo: ni a zo testou euz a gement‐se.


Ha n’euz ket a zilvidigez en hini all e‐bed; rag n’euz hano all e‐bed dindan an env a vez bet roet d’an dud, dre behini ec’h haljemp beza salvet.


hag a c’houlennaz diganthan lizerou evit sinagogou Damas, evit gallout, mar kavje tud euz ar greden‐ze, goazed pe verc’hed, ho digas stag da Jerusalem.


da veza ar ministr euz a Jesus‐Christ ekenver ar Jentiled, ha da accomplissa an deveriou santel euz a garg Aviel Doue, evit ma vezo kavet mad an offrans euz ar Jentiled, o veza santifiet gant ar Spered‐Santel.


pehini hen deuz lakeat ac’hanomp da gaoud, dre ar feiz, an antre er c’hrasse, en pehini e chomomp stard, ha d’en em c’hlorifia en esperans euz a c’hloar Doue;


evit ma teuje ar c’hras, evel ma hen deuz renet ar pec’hed evit rei ar maro, da ren ive dre ar justis, evit rei ar vuez eternel, dre Jesus‐Christ hon Aotrou.


evel ma’z eo scrivet: An den kenta, Adam, a zo bet great eun ene beo; mes an diveza Adam a zo eur Spered hag a ro buez;


rag dreizhan hon euz digemer, an eil hag egile, digant an Tad, en eur memeus Spered.


an traou‐ze a oa ar skeuden euz an traou da zond, mes ar c’horf anezhe a zo er C’hrist.


Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf.


mes pa zeuio ar C’hrist, pehini eo ho puez, d’en em diskouez, neuze c’houi ive a vezo diskouezet assambles ganthan er gloar.


Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.


ar Spered‐Santel o rei da anaoud dre gement‐se penaos hent al leac’h santella ne oa ket bet c’hoas digoret, e‐pad ma choume c’hoas an tabernacl kenta; hag an draman a zo eur figuren evit an amzer a zo o rên,


pere, dreizhan, a gred en Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, hag hen deuz glorifiet anezhan, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue.


en eur dostaad outhan; pehini eo ar mean beo taolet a‐gostez gant an dud, mes choazet gant Doue, ha precius;


Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered;


Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, en em dromplomp hon‐unan, hag ar wirionez n’ema ket enomp.


Kement hini a nac’h ar Mab n’hen deuz ket ken neubeud an Tad; an hini a anzav ar Mab, hen deuz ive an Tad.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Ar Jesus‐se, ar C’hrist, eo a zo deuet gant an dour hag ar goad; n’e ket gant ar dour hep‐ken, mes gant an dour hag ar goad; hag ar Spered eo a ro testeni euz a gement‐se, rag ar Spered eo ar wirionez.


Piou‐benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab.


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Neuze e veliz an env digor, ha setu eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein, a oa galvet an hini fidel ha gwirion, pehini a varn hag a gombat gant justis.


Ha piou‐benag na oe ket kavet scrivet el levr a vuez, a oe taolet el lenn a dan.


Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.


Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz laodicia: Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen‐kenta euz a grouidigez Doue:


Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos