Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Mar ho pije va anavezet, ho pije ive anavezet va Zad; hag A‐vreman ec’h anavezit anezhan, hag hoc’h euz hen gwelet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Mar ho pefe va anavezet, ho pefe anavezet ivez va Zad. Hag a-vremañ ec’h anavezit anezhañ hag hoc’h eus e welet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:7
21 Referencias Cruzadas  

Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na piou eo an Tad, nemed ar Mab, hag an hini ma plijo d’ar Mab hen rei dezhan da anaoud.


Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.


Ma n’am bije ket great en ho zouez an oberou n’int bet great gant hini all e‐bed, n’ho divije ket a bec’hed; mes breman ho deuz gwelet anezhe, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive.


Kement‐se a raint deoc’h, abalamour n’ho deuz anavezet na va Zad, na me.


evit ma vezint holl unan, evel ma’z oud enoun, o va Zad, hag evel ma’z oun enoud; evit ma vezint ive unan enomp‐ni; evit ma credo ar bed eo te ec’h euz digasset ac’hanoun.


(me enhe, ha te enoun,) evit ma vezint peur‐c’hreat en unan, hag evit ma c’hanavezo ar bed ec’h euz va digasset, hag e karez anezhe, evel ma ec’h euz va c’haret.


Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va‐unan enhe.


Hogen, ar vuez eternel eo, ma c’hanavezint ac’hanoud, te pehini eo ar gwir Doue, ha Jesus‐Christ pehini ec’h euz digasset.


Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her.


Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.


N’e ket m’hen defe den gwelet an Tad, nemed an hini a zeu euz a Zoue; hennes hen deuz gwelet an Tad.


Lavaret a rent eta dezhan E pe leac’h ema da Dad? Jesus a respontaz: Na anavezit na me na va Zad. Ma c’hanavezjec’h ac’hanoun, ec’h anavezjec’h ive va Zad.


Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus‐Christ.


He‐man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henvele digez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he‐unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a‐zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela;


Scriva a ran deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen‐kenta. Scriva a ran deoc’h, tud yaouank, abalamour ma hoc’h euz trec’het var an drouk‐spered.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos